DA BETRA MONT DA GENOBEROUR ?


Ar pezh a zegas d’an daou du
Savet eo bet ar Porched da heul ar stadañ da heul :
- Da zigentañ zo kalzig a zalc’hadoù niverel a denn d’ar sevenadur ha d’ar glad e Breizh. Ken kollet evel ma vezont e-barzh ar milendall niverel ken e vez start goût zo dioute ha gwelet anezhe.
- Da eil, bodañ an diazoù roadoù-se a-dreñv d’un nor a c’hall bezañ digoret gant an holl eo unan deus an diskoulmoù gwellañ evit ma vefent skignet gwelloc’h ha lakaet war-wel.
- Da drede, n’eo ket trawalc’h sevel ul lusker enklask gouestlet dezhe evit ma vefe talvoudekaet ha rannet ar ouiziegezh zo enne.
Abalamour da se eo ret d’ar gevredigezh BCD ha d’he rouedad kenoberourien sevel dalc’hadoù embann a lak war-wel an danvez-se, liesseurt evel m’eo. Graet gant ur torkad dielloù kentañ ec’h a an holl zalc’hadoù-se da voueta ar Porched.
Mont da genoberour ar Porched a dalv neuze :
- Lakaat ho tielloù hag ho labourioù muioc’h war-wel.
- Sachañ muioc’h a dud war ho lec’hienn web.
- Kemer perzh, asambles gant ur bern tud all, en ur gwir raktres embann.
- Kavet kenlabourerien ha degouezhioù raktresoù nevez, en ur dalvoudekaat an eskemmoù.
- Kemer perzh e mont en-dro ur gumuniezh en-dro da ijinerezh an diellaouiñ hag an niverelañ.
- Gellet kemer perzh el levraouegoù niverel bro hag etrebroadel.