Ur sizhun, un istor : sizhun 40

Vidéo

Auteur : Cinémathèque de Bretagne|Tébéo

Contributeur : Cinémathèque de Bretagne

5 a viz Here 1925. Ganet eo Youenn Gwernig e Skaer. Kizeller, biniaouer, soner, barzh ha kaner eo bet. Divroet en deus er bloavezhioù 50 er Stadoù-Unanet, ‘lec’h ma vevas gant e wreg Suzig hag e vugale e-pad 12 vloaz, ‘giz un toullad bretoned all d’ar mare-se. E New-York eo bet awenet gant ar meskaj sevenadurioù a gaver eno, ar melting-pot, ar pezh a vroudas anezhañ da skrivañ e brezhoneg, galleg ha saozneg. Du-se e kejas gant ar skrivagner hollvrudet Jack Kerouac, a zeuas da vezañ mignon bras dezhañ. Stourmet en deus ivez war bep tachenn ur wech distroet e Breizh e 1969 : war chanterioù Sant-Nazer, er Joint Français e Sant-Brieg, evit ar skolioù Diwan, pe c’hoazh gant poblañs Plougoñv a-enep d’an nukleel… Etre 1983 ha 1991 e voe e penn abadennoù FR3 e brezhoneg, e lec’h ma klaskas diorren ar produiñ filmoù faltazi war ar chadenn. E 1996 e resevas Priz Langleiz evit e oberenn varzhel. Aet eo da Anaon d’an 29 a viz Eost 2006, pa oa ur bloaz ha pevar-ugent.

Consulter en ligne

Chargement des enrichissements...