PIV A C'HALL MONT DA GENOBEROUR ?


Rouedad Porched Sevenadurioù Breizh
Un nor digor war madoù sevenadurel ha glad ar vro eo Porched Sevenadurioù Breizh. Dibrennet eo an nor-se gant ur rouedad bras a dud hag a aozadurioù.
Diwar intrudu ha skoazell Rannvro Breizh eo bet savet ar Porched, ha buhezekaet eo gant ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù.
Lakaat war-wel splannoc'h hag aezetaat talvoudekaat an dalc'hadoù sevenadurel ha glad niverelaet eo pal ar Porched
Dleet eo d'an holl dud gallet gwelet an dalc'hadoù-se, darn anezhe pe an holl anezhe, enlinenn, digoust ha diziviz.
E-mesk an dalc'hadoù-se emañ :
- Ar poltriji hag ar c'hartennoù post
- Dielloù ar c'hazetennoù
- Kannadigoù ar bodadoù gouizieien
- An dalc'hadoù diwar enklaskoù ar skolveuridi
- Dielloù ar glad dre gomz
- Dielloù ar c'hleweled
- Dastumadegoù ar mirdioù
- Renabloù ar glad hag ar sevel-tier
- An dalc'hadoù skeudennoù, kartennoù, tresadoù, dornlevrioù ha levrioù ral all
Gwelomp un nebeud skouerioù
Kalzig a aozadurioù disheñvel-kaer en o doare a gemer perzh e Porched Sevenadurioù Breizh, da skouer :
- Ar gevredigezh Dastum, a ginnig danvezioù niverel da selaou ha da sellet oute, kanaouennoù, tonioù sonerezh, kontadennoù, mojennoù, istorioù, dezrevelloù ha testenioù en o mesk
- Servij Renabliñ ar glad sevenadurel (Rannvro Breizh) a ginnig berrdielloù war glad ar sevel-tier ha war pezhioù-arrebeuri a-bouez
- Cartolis a ginnig e-tro 65 000 kartenn bost deus hon bro
- Tabletennoù Roazhon, levraoueg niverel Meurgêr Roazhon, a ginnig dornskridoù, poltriji, skeudennoù, kartennoù ha tresadoù enlinenn
- Gwarez Filmoù Breizh a vez o sevel, tamm-ha-tamm, dalc'had eñvorennoù ar Vretoned dre ar c'hleweled
- La Dépêche de Brest, stumm kent an Télégramme, a ginnig pennadoù-skrid bet embannet etre 1886 ha 1944
Neuze, piv a c'hall mont da genoberour ? Komprenet mat ho peus : kement den, kevredigezh, aozadur, publik pe prevez, emañ en e/he dalc'h dielloù a denn da zanvez sevenadurel Breizh.
Ha pa ne vefe ket bet niverelaet ho tielloù, ha pa ne vefent ket enlinenn, e vo klasket diskoulmoù gant skipailh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù evit lakaat ho labour war-wel.
Prest eo skipailhoù ur bern aozadurioù da gemer perzh er raktres meur-mañ.
Deuit ha'i en darempred ganeomp ma faot deoc'h bezañ ur c'henoberour en hon rouedad !