AR RAKTRES


Ar raktres
Kalzig a zielloù a denn d’ar sevenadur ha d’ar glad ac’h a d’ober teñzor Breizh. Miret ha skignet e vezont gant tud oberiant en ur rouedad bras.
Unanet eo ar berc’hennien-se dre ar porched Bretania, a ro moaien deoc’h da furchal an holl zielloù war ar memes tro.
En o mesk e kaver, peurgetket :
- Ar poltriji hag ar c’hartennoù-post
- Dielloù ar c’hazetennoù
- Kannadigoù ar c’helc’hioù gouizien
- An dalc’hadoù diwar an enklaskoù skolveuriek
- Dielloù ar glad dre gomz
- Dielloù ar c’hleweled
- Dastumadegoù ar mirdioù
- Renabloù ar glad hag ar saverezh
- An dalc’hadoù skeudennoù, kartennoù, tresoù, dornskridoù ha levrioù ral all
Gant Rannvro Breizh zo bet roet lañs d’ar raktres Bretania ha gant ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù e vez lakaet da vont en-dro.
Evit mont pelloc’h ganti e vez BCD/S hag he c’henlabourerien oc’h aozañ an dielloù-se e kalzig a deuliadoù dre dem.
Evit krogiñ mat ganti :
- Deskit penaos kas un enklask da benn vat
- Grit anaoudegezh gant Breizh dre ur bern teuliadoù, pennadoù ha videoioù
- Lennit roll ar genoberourien
Ma faot deoc’h dont da vezañ kenoberour ivez, lennit penaos e c’hallit kemer perzh e Porched sevenadurioù Breizh en ur glikañ war al liamm-mañ.